Brezhoneg Goueloù

Brezhoneg Goueloù

Brezhoneg Goueloù
2010149 pagesISBN 9782916835204
Format: Broché

Brezhoneg Goueloù - hag a vez komzet dre vras être Pempoull ha Gwengamp - eo moarvat ar rannyezh anavezet an nebeutañ eus ar brezhoneg. Alies ne vez ket kemeret e kont, 'zo kaeroc'h, ha lakaet e vez da heul hini Treger. Mard eo gwir en deus kalz a berzhioù boutin gant hemañ en deus kalz a berzhioù ail dioutañ e-unan ivez : e daol-mouezh da gentañ penn, e c'herioù, e droioù yezhadur... Perzhioù en deus ivez hag a vez adkavet, pe e Kernev-uhel, pe e Bro-Wened, pe c'hoazh e brezhoneg Bro-Naoned. Hag evit gwir eo un darn eus « brezhoneg ar reter » a veze komzet e Breizh-Uhel gwechall.

Ronan Koadig, kelenner e skol-veur Roazhon 2, a ginnig dimp amañ an doare brezhonek, adwelet ha kresket, eus ur studiadenn en devoa kaset war-raok e penn kentañ er bloavezhioù 1980.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)