Poent'zo bet e Bro-Leon. Vol. 8. Palevarz Gwalarn Bro-Leon : Gwitalmeze, Lanniliz, Plabenneg ha Lezneven : kontadennou

Gand an dastumad-mañ e kendalh Mikael Madeg da ginnig mojennou
Bro-Leon, ar wech-mañ euz kantoniou Gwitalmeze, Lanniliz, Plabenneg ha
Lesneven : 97 kontadenn pe vojenn en oll. Bed pemdez al lennegez dre gomz
om pedet da weladenni, eur bed mesket ennañ kredennou koz ha fent
Bro-Leon, en eur yez c'hwek ha pinvidig.
Eun tammig e peb leh eo bet Mikael Madeg o klask war an dachenn : gand
brezonegerien a-vihanig evel just, deuet da gaoud fiziañs ennañ e-doug bloaveziou-enklask
; med ive e skridou embannet e leoriou ha kazetennou, pe dornskridou.
Liesseurt eo al leoriad-mañ eta, petra bennag m'int mojennou toud,
kement a blijadur o lenn anezo ha ma z eus bet o lenn levrennou kenta an
dastumad Poent 'zo bet e Bro-Leon...
An eizved tamm-mañ a gas al lenner tre beteg arvor hag argoad Bro-Leon
gwechall pa veze beilladegou.