Peziou-c'hoari. Vol. 9. Ma beaj Jersey

Piou, en Bro-Dreger, n'anavez ket Maria Prat ? Eur wir skrivagnerez
hag eur skrivagnerez-pobl eo hi : 52 a beziou-c'hoari a zo bet skrivet
ganti en oll. Yaouank-tre e oa bet kroget da zevel peziou : e-barz ar
gazetenn "Breiz" e oa bet embannet ar re genta adaleg ar bloaveziou
1920 ! Sina a ree neuze "Plah an ti all".
Ma h eo brudet Maria Prat avad, eh eo a-drugarez da "Strollad
Beilladegou Treger". Rag evid ar Beilladegou he-deus skrivet eur bern
peziou-c'hoari. Mond a ree tud ar strollad beb sadorn da noz en eur barrouz
bennag tro-war-dro Lannuon da c'hoari ar peziou-ze, hag o-deus
bet laket milierou a dud da hoarzin e-pad bloaveziou en Bro-Dreger. An
danvez a zo kemeret e buhez pemdezieg tud Bro-Lannuon, troet aliez e
stumm eur farsadenn.
Eiz leor a oa bet moullet dija gand peziou Maria Prat. Setu amañ an
naved hag an hini diweza. Red eo lenn ar peziou-mañ evid kaoud blaz
brezoneg Treger : Maria Prat a skriv he yez evel m'eo komzet ganti.
A beb seurt troiou a lake an dud da gemer fent eun toullad bloaveziou
'zo : 'peus ket dalhet soñj deuz an hini a oa bet greet da Vinistr al labour-douar
en Plouared ? Biskoaz ne oa bet c'hoarzet kemend-all !