Ar boan beva

Ar boan beva
Danevellou Kalon ha Digalon a zo bet al leor kenta e-neus skrivet My Skaouidig. Abaoe e-neus kendalhet da skriva : danevellou all, kroni-kennou, taoliou-imor ha rentaou-kont... Meur a seurt, hag eul linenn-stur : ar youl da zelled ouz an traou hag an dud gand gwi-rionded ha madelez. Mond war-zu egile, degemer anezañ 'vel m'ema, ha pa ne vefe ket komprenezon beb tro.
Tapoud a ra My Skaouidig skriva eur yez hag a zo, war eun dro, unan a galite, ha gwriziennet en e rannyez Blougastell. Ampart ha sklêr eo e vod da gonta, ha kas a ra al lenner d'e heul, gand fent ha from. Broudet e vez My Skaouidig da skriva gand ar bed evel ma z a, e kêr ha war ar mêz, etre deh ha warhoaz : tud, o joaiou hag o foaniou, beh ar vuhez, ha penaoz skañvaad anezañ. Peogwir e talv ar boan beva.