Iliz hag Emsav : arnodskridoù

Iliz hag Emsav : arnodskridoù

Iliz hag Emsav : arnodskridoù
Éditeur: Aber
2012156 pagesISBN 9782916845173
Format: Broché

Iliz hag emsav

« Ne glaskan prouiñ netra, klask a ran kompren », a skriv Gwenael Maze. « Va dezev zo lakaat a wel arveziou 'zo eus obererezh ha leviadurezhioù an Iliz e Breizh, ha digejañ ar poell anezho. »

Pe geñver, etre labour geriadurourion ar 17t hag an 18t kantved - Maner, Gregor, Pelleter - hag an abostolerezh kristen, da skouer ?

Pe c'hoazh : perak eo chomet an Iliz e Breizh, er Brezel-Bed kentañ, hep ersaviñ a-enep gwadlazhadeg ar soudarded vrezhon, katoliged anezho holl, koulz lavarout ?

« E-ser va c'hantreadennoù e tremened an Iliz e Breizh », eme Wenael, « ez anadas kudennoù all : armerzh an treuztiriañ da Arvorig, an deskadurezh er Grennamzer, an daramparchoù henvrezhonek... » An displegadenn kinniget gantañ e 2007 e Kemper a zeu da vezañ ar steudad arnodskridoù.

Iliz hag Emsav zo ur studienn binvidik, orinel ha sklaerius a-zivout ur parzh nebeut pleustret eus Istor Breizh.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)