Troioù-kaer Vick ha Vicky. Vol. 10. Sorserezed Breselien. Vol. 3. Klask ar Gral

Ne oa ket dibistig Mark goude o
zro-kaer diwezhañ. Lammet e oa
er-maez eus ar c'harr war hent an
distro. Goude bezañ redet un tammig
e oa en em gavet Vick, Marina hag
Angelino gant Vicky semplet e-kreiz
ar c'hoadoù, ne oa roud ebet eus
Mark. Goude kement a gevrinoù e oa
ret kaout displegadennoù. Diskibien
Ninian o doa kontet dezho penaos
ne oa ket deut ho mignon e-unan
en-dro eus ar bed all.
Dalc'het e oa e spered gant Morgan.
En ur glask e saveteiñ o doa e lakaet
en dañjer, eñ, ar bed all hag ar Gral.
Ar skipailh a oa kouezhet etre krabanoù
diskibien Morgan a vez o klask
dalc'hmat warlerc'h an agripa brudet.
Deut e oant a-benn da dec'hel kuit
hag e oant en em gavet e-kreiz ul lid
iskis ma oa an daou glan oc'h en em
gannañ. E-kreiz ar reuz e oa lammet
Vick da vont da zieubiñ Mark a oa
e-kreiz an emvod souezhus. Deut e
oa a-benn hor mignoned da dec'hel
kuit, koulskoude e oa bet kavet gant
Mark un dra bennak chomet gantañ..