Enez-ar-Gerveur : un damsell istorel : studiadenn

Éditeur: Al Liamm
2023164 pagesISBN 9782736801656
Format: Broché
Peadra zo da chom boemet gant istor Ar Gerveur, brasan enezenn Breizh, kontet deomp gant Herve Gouedard. Hiziv an deiz eo an touristerezh a ra brud an enezenn met e-pad meur a gantved en em gavas Ar Gerveur e-kreiz ar freuz pa save brezel etre Bro-C'hall ha broioù estren all.
Taget e veze dizehan gant morlaeron norman pe saoz ivez ken e oa bet ranket sevel ur c'hastell-kreñv evit difenn an enezenn ha diwezhatoc'h ur wikadell gant Vauban.
Di e veze kaset a bep seurt tud d'anti-kastiz : prizonidi bolitikel, galeou- rien ha fellerien yaouank zoken betek ar bloavezhioù 70.
Puilh ha liesseurt eo tonkad Ar Gerveur. Goude Enez-Vriad e kendalc'h ar skrivagner tro enezennoù Breizh.
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)