Breiz o kana

Éditeur: Emgleo Breiz
2008111 pagesISBN 9782911210761
Format: Broché
Breiz o kana
Setu amañ, douetuz-braz, ar henta leor brezoneg diwar-benn ar han hag ar muzik e Breiz. Pase poent e oa. Rag berz a ra ar ganerien hag ar vuzisianed abaoe ar bloaveziou 1970.
Bet eo Mari Kemareg o konta kaoz ganto. Gand ar re a oar brezoneg koulz hag ar re n'ouzont ket, gand ar re zo kanerien a-vicher hag ar re n'int ket.
Displega a reont kement a zo war o halon. Dispaka o-deus greet taoliou-koun-nar. Diskulia pez a ra dezo mond war-raog, tridal ha beza fromet. Disklêriet o-deus perag ema ar muzik e dañjer, marteze. Displeget o-deus dre ar munud penaoz e klaskont o hent, etre derhel mui pe vui d'an hengoun ha diskar ar mogeriou.
Setu aman, lennerien, eul leor deoh d'ober gwelloh anaoudegez gand kanerien ha muzisianed ar vro.
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)