Muntr en Orient-Express

Muntr en Orient-Express

Muntr en Orient-Express
Éditeur: Keit Vimp Bev
2014340 pagesISBN 9782868241979
Format: Poche

Setu unan eus brudetañ romantoù Agatha Christie.

Goude un enklask kaset da benn e Bro-Siria eo rediet Hercule Poirot da guitaat broioù ar Reter evit distreiñ da Londrez. Ha setu-eñ e-bourzh an Orient-Exress...

An deiz war-lerc'h avat, e-barzh unan eus bagonioù an tren pompus lakaet difiñv gant an erc'h, e kaver korf un Amerikan bet lazhet a daolioù kontell. Ne c'hall ket ar muntrer dont eus diavaez an tren.

Setu enta un enklask hep e bar evit an enklasker belgiat, unan eus ar re vrudetañ e bed al lennegezh polis. Choaz en do, evit kavout an hini kablus e-touez an dud diskred warno, etre ur briñsez rusian, un Amerikanez pennadus, sekretour an den bet lazhet, ur c'houblad Hungariz cheuc'h, ur c'horonal saoz war e zistro eus India, ur mevel hag ur vatezh bennak ha kontroller ar vagon. Ur muntr dibosupl da ziluziañ, nemet hag ul liamm bennak a vefe etre an holl dud-se ?...

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)