Koulm ar marv

Koulm ar Marv
Goude kemer perzh e Sened Autun, Fidelma hag he gwaz Eadulf zo savet e Naoned e-bourzh ar Vorwaz , ul lestr kenwerzh deuet da sammañ holen e Gwenrann. Hedañ a reont aod su Breizh, etre ledenez Rewiz hag inizi Houad hag Edig. Amzer gaer, avel a-du, an treizh betek Iwerzhon a ginnig bezañ didrubuilh. Met a-greiz-holl :
- « Ut ouel ! Rag-enep ! » [...]
- « N'eo ket ul lestr kenwerzh, » eme an eil-kabiten. « Ul lestr herrek eo, ha dont a ra etrezek ennomp. » [...]
- « « Douetañs ebet, ul lestr brezel eo, » a gadarna ar c'habiten.
Muntroù, preizherezh... Setu Fidelma käset da enklask war aodoù ar Mor Bihan, m'eo spouronet ar boblañs gant mestaolioù ur forbann kevrinus, Koulm ar Marv.
Koulm ar Marv , kentañ tro-gaer C'hoar Fidelma e Breizh, zo bet troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe.