Traoù nevez : danevelloù

Traoù nevez : danevelloù

Traoù nevez : danevelloù
Éditeur: Skol Vreizh
2013215 pagesISBN 9782367580074
Format: Broché

Traoù nevez

Traoù nevez, emezit c'hwi ? Ya, danevelloù nevez enno tammoù buhez droch, fentus, mantrus, marzhus. Tud a bep seurt, krennarded ha krennardezed da gentañ-holl, soudarded kozh, gwragez martoloded ivez ha me'oar c'hoazh... Tud Bro-Vreizh, Breizh-Izel pa lârin mat, o vevañ en hon amzer-ni peurvuiañ, kaset-digaset, gwallgaset a-wechoù, gant red ar vuhez kamm-digamm he zroiennoù.

Diwar bluenn Yann Gerven e kaver fent, goapaerezh, darvoudoù hud leun a ijin. Sed aze doare ar skrivagner, brezhoneg pinvidik gantañ war ar marc'had. Plijadur kement ha kement a vo sur o lenn krouadur nevez hor skrivagner brudet paneveken.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)