Hep frankiz peoc'h ebet : ni siochain go saoirse

Éditeur: Mouladurioù Hor Yezh
2016180 pagesISBN 9782868631763
Format: Broché
Kant vloaz 'zo, da goulz Pask 1916, en em savas un dornad Iwerzhoniz a-enep gwaskerezh ar Saozon. Ma ne voent ket heuliet gant al lodenn vrasañ eus ar boblañs en Iwerzhon e talvezas avat an darvoud da zigeriñ hent an dizalc'hiezh evit hor breudeur tramor. Hag un heklev a voe diouzhtu e broioù all, Breizh en o zouez.
Gant al levr-mañ e venner reiñ ton d'an emsavadeg, d'ur c'houlz ma klask tud 'zo, betek en Iwerzhon, diskouez he dije gallet an enezenn bezañ dizalc'h hep feulster.
Ken heñvel e c'hell bezañ Iwerzhon ouzh hor bro ma'z eo bet kemeret da skouer alies. Kinnig a reomp d'al lennerien tostaat ouzh gwirionez Emsavadeg Pask dre ar brezhoneg, gant meur a savboent breizhat, hag ober anaoudegezh gant ul lodenn eus mennadoù an emsavidi.
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)