Seizh devezh warn-ugent : romant

Éditeur: An Alarc'h Embannadurioù
2006134 pagesISBN 9782952023863
Format: Broché
Da heul ur bellgomzadenn dic'hortoz digant e vignonez
kozh Rachel e tistro Ludo war lec'hioù e garantez aet da
vruzun. Etreze o-daou e ren c'hoari skoemp hag arvarus ar
vemor hag an dazont o tegas tro-ha-tro nesaelezh hag
eneberezh. E-keit ma vez an den yaouank o livañ tresoù ur
vuhez nevez diwar e eñvorennoù, plijus pe boanius e
vefent, e chom ar vaouez sac'het e lagenn hec'h amzer
dremenet. Etre lusk ar gest ha touell ar milendall.
Genidik eus Douarnenez eo staliet Mich Beyer e Menez Are abaoe un toullad
mat a vloavezhioù. Goude bezañ bet skolaerez gant Diwan eo aet war ar
vicher stummerez evit an oadourien. Skrivet ez eus bet ganti romantoù polis
(evel rummad ar "Pennoù Koltar") ha kanaouennoù evit ar vugale, hag un
nebeud danevelloù.
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)