Bec'h war ar c'helenner

Bec'h war ar c'helenner

Bec'h war ar c'helenner
Éditeur: Keit Vimp Bev
2010176 pagesISBN 9782868241528
Format: Poche

Ar mintin-mañ, n'he deus ket c'hoant Justine

da vont d'ar skolaj, hag hi war an hent

koulskoude. Rak dre benn d'ur gaouad glav

dic'hortoz, eo bet troet e pilhoù an dresadenn

he doa da reiñ d'he c'helenner arzoù-neuziañ.

Hag evit he danevell c'halleg, ne gred ket

soñjal e peseurt stad emañ he follenn. Alato,

hag he faot-hi eo m'eo krog ar glav daonet-se

da gouezhañ a-bil goude ma ne chome nemet

pemp kant metr dezhi d'ober ?

Amañ e vez kontet buhez Justine, ur plac'h

yaouank hag a vev gant he familh en ur

gêriadenn vihan. Met c'hoarvezout a ra

traoù er gêriadenn-se memestra !

Piv an diaoul a glask laou d'an Aotrou Müller,

kelenner er skolaj ? Piv a glask moc'hañ e

labour ? Dalc'het vo an enklask gant Justine

hag he mignoned.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)