Moueziou barzed

Moueziou barzed

Moueziou barzed
Éditeur: Emgleo Breiz
2012172 pagesISBN 9782359740417
Format: Broché

Barzoniez. Hekleo an ene war-eeun, pe brabañserez

amsklêr ? Petra 'lavar ar geriou-ze, na lavar ket ar homz

plên ? Daoust hag-eñ n'eo ket bet ar barz atao eun hanterour

kentoh eged eun den ollskianteg ? Ar geriou n'eus

ket dezo ar memez karg ha gwechall ken, med an temou

n'int ket cheñchet kement-se : an natur, ar garantez, ar

maro... Geriou berr, ideou hir. Pez a jom eo ar hlask peurbadel

evid en em ober ouz ar bed, hag argas an anken.

Bugale o stourm da zond da dud 'vefe ar varzed ? Ha lorh

enno, spi on-eus atao.

Dre red e reer choazou en eul leor evel hemañ. Pal al leor

eo, neketa ? Eun dibab barzonegou. Barzonegou deuz an

dibab ? Emichañs ! Neuze, penaoz int bet choazet ? Gand

ar falla benveg, a lavaro lod : ar from, ar galon, an elfennig

vunud he-deus tarzet dirag hini pe hini.

Abaoe an amzeriou kosa ez eus diouto. O zreuz o-deus

greet lod beteg ennom, ha kenderhel a ra tud zo hizio da

zevel ha da embann barzonegou, beteg ober o micher

deuz se evid lod : soñjit 'ta, en or bed-ni ma ranker gounid

ha dispign buan, pebez choaz iskiz ! Traou ne zervijont da

netra... Eur galloud hud a vefe eta gand ar varzoniez ?

Plas diweza an traou munud ? Degemer mad ouz taol ar

varzed !

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)