Rampo

Éditeur: Al Liamm
202046 pagesISBN 9782736801410
Format: Broché
Emañ Lizaig, ur plac'h yaouank trizek vloaz, war ar vag a gas anezhi ti he zud-kozh war enez ar Gerveur. Adkavout a raio eno he c'henderv Jean-Elouan, gouiziek ha torr-penn ken ez eo ! Ne vo ket vakañsoù eus ar re fentusañ eviti.
War hent an aod e tremenont hebiou ur maner kloz ha kevrinus. Frioúfurch ma 'z int e kavont un eurier kozh eno.
Darvoudoù iskis ha dic'hortoz a c'hoarvez koulz lâret bemdez diwar ar gavadenn-se. Peadra da gas an daou grennard war roudoù ur vojenn chomet bev e spered annezidi an enezenn. Vakañsoù divlaz ? Tamm ebet, spouronus sur mat !
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)