Dremmvro amspis

Dremmvro amspis

Dremmvro amspis
Éditeur: Al Liamm
2023155 pagesISBN 9782736801649
Format: Broché

Maltouterez eo Kathrine en ur porzhig diamen e penn uhelañ Norvegia, stok ouzh harzoù Rusia. Distur ha dizudi a-wale'h e tremen he buhez etre ar gêr, al labour, oaled an dud a vor hag ar pub nemetañ. He faotrig 8 vloaz a gav gwelloc'h bevañ gant e vamm-gozh pe e leztad.

Un deiz e tiviz Kathrine dilezel bro, bugel ha gwaz ha mont da zispenn roudou Christian, un Dañad e oa chomet e darempred gantañ, dre ar rouedad.

Mont a raimp d'he heul betek Bro-C'hall, ha dont en-dro ganti d'ar gêr, ma adkavo he mignon a-gozh Morten. Neuze e ranko divizout da vat peseurt ster rein d'he buhez.

Eil romant Peter Stamm (ganet e Bro-Suis e 1963) eo Ungefahre Landschaft. Skrivet en deus romantou, danevellou, pezhiouc'hoari, oberennou evit ar radio ivez. Troet eo bet e levriou e nouspet yezh. Anavezet eo Peter Stamm evit e zoare da boltredin kemplezhted e dudennou en ur yezh eeun ha plaen.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)