Ur wech e oa...

Ur wech e oa ...
Tri fezh-c'hoari
Savet 'oa bet daou eus pezhioù al levr-mañ gant Albert Deshayes ewid bezañ c'hoariet e-kerz gouel ar skol a veze e fin ar bloaz e Kemper ;
- An eil diwar-benn mojenn Konomor, ur mac'htiern eus an VII<sup>ved</sup> kantved anavet e Bro-Gernew dindan an anw a Roue Marc'h,
- hag egile savet diwar un istor fentus bet savet gant ar C'hemperad Max Jacob med kempennet en un doare lec'hel en ur lakaad reus etre ar C'hlasiged hag ar Vigoutaerion.
- An trede lodenn a zo ur gontadenn savet e doare Fañch Uzel ( François Luzel ) gant ar vugale goude bezañ labouret war un toullad kontadennoù. E-kehid ma oa kontet gante, e c'hoarie ar vugale all ar veilhadeg evel ma vese gwraet gwezhall e korn an oaled, diouzh an nos er gouañv.