Ar c'hlasker-aour : ha danevelloù all

Ar c'hlasker-aour : ha danevelloù all

Ar c'hlasker-aour : ha danevelloù all
2020284 pagesISBN 9782916745404
Format: Broché

Aber ar Gwaien... ur gweledva dispar... hag, er ganol dre izelvor, abaoe mizioù ha dindan forzh pebezh amzer, e ya an den war-raok, goustadik, o reiñ d'e damouez aourer luskadoù anavezet gant den ebet paneve ar wir glaskerien-aour. Met hemañ, diseblant ouzh goapaerezh ar bonterien, a c'hortoz e zigoll, ha... c'hoarzho mat an diwerzhañ c'hoarzher...

Ur vaouez yaouank o kuitaat he bro evit achap diouzh he gwaz feuls... Unan all evit klask labour e Pariz hag o kouezhañ etre krabanoù un houlier... Ur paotrig maleürus dre ziouer a garantez-mamm... Karantez kentañ ur c'hrennard a bevarzek vloaz...

Tu d'al lenner da gejañ ouzh tud ar vro gant planedennoù disheñvel an eil diouzh egile, ur veaj en amzer eus deroù ar c'hantved diwezhañ betek hiriv...

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)