Park balan

Park balan

Park balan
Éditeur: Al Liamm
2017169 pagesISBN 9782736801229
Format: Broché

Tri bloaz warn-ugent eo Sulian pa gav war e hent ur plac'h yaouank he daoulagad glas-gwer. Mont a reer da heul ar c'houblad hag e gammedoù diasur war hentoù skoasellek ar vuhez.

A bep eil ez eer da veajiñ etrezek ur bed all, hini al loened noz, ar re a vev dindan an douar. Ur broc'h yaouank eo a gont deomp e blanedenn pa rank tec'hout diouzh e zouarenn abalamour da reuz bras ar re daou droad oc'h aloubiñ e dolead.

Ur romant daoubenn eo, ur romant gwenn ha du. Istor emgavioù dic'hortoz, fromus, skrijus. Istor daou ved disheñvel-mik liammet start an eil ouzb egile : noz ha deiz, a-us ha dindan, tud ha loened.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)