Ar vastardez

Ar vastardez
Éditeur: Emgleo Breiz
2006190 pagesISBN 9782911210532
Format: Broché

Ar vastardez

Eun dra spontuz 'oa, beteg nevez 'zo, d'eur vaouez kaoud eur hrouadur e diavêz ar stad a briedelez. Gwechall, beza dougerez a-raog beza eureujet a oa zoken eun dizenor braz.

« Hounnez a zo eur vastardez... » « Hennez a zo eur bastard... » Petra a dalveze ar ger-ze e spered an dud gwechall ? Dispriz ? Truez ? An daou seurt marteze. Ar pez a zo sur eo n'oa ket eul lesano êz da zougen.

Lavaret e veze a-wechou « n'eo ket kirieg deuz ar pez he-deus greet he mamm » pe « e vamm » . Hi avad a veze karget a behejou, hag hi hepken peurliesa, e-giz pa vefe bet heh-unan oh ober « ar pehed » .

Setu ma lavare ar mammou d'o flahed yaouank : « Gwelloh e vefe ganin mond da ambroug ahanoh d'ar vered eged na hoarvezfe eur seurt tra ganeoh » . Nag a bed, mammou koulz ha bugale, o-deus bet ranket gouzañs e-doug o buhez, abalamour d'ar pez a veze anvet « eur pehed yaouankiz » .

El leor-mañ, e vo lennet istor mamm ar vastardez, hag hini ar vastardez.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)